E korn va c'halon 'zo ur gleizhenn 
 'Baoe va yaouankiz he dougan 
 Rak, siwazh, an hini a garen 
 Ne gare ket pezh a garan. 
    Eñ na gare nemet ar c'hêriou, 
 Ar morioù don, ar broioù pell, 
 Ha ne garen 'met ar maezioù, 
 Maezioù ken kaer va Breizh-Izel.   
 Ret' voe didab 'tre div garantez : 
 Karantrez-vro, karantez den. 
 D'am bro am eus gouestlet va buhez 
 Ha lezet da vont 'n hini 'garen.   
 Biskoazh abaoe nam eus en gwelet 
 Biskoazh klevet keloù outañ. 
 Ar gleizhenn em c'halon zo chomet 
 Pa ne gare ket pezh a garan   
 Pep den a dle heuilh e Donkadur : 
 Honnezh eo lezenn ar Bed-mañ. 
 Gwasket 'voe va c'halon a-dra-sur, 
 Met 'gare ket pezh a garan.   
 Dezhañ pinvidigezh, enorioù, 
 Din-me paourentez ha dispriz. 
 Met 'drokfen ket evit teñzorioù 
 Va Bro, va Yezh ha va Frankiz.