« Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro ! 
 Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro. 
 Dispont kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat, 
 A skuilhas eviti o gwad. 
    Refrain   
 O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro. 
 Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro. 
 Ra vezo digabestr ma Bro ! 
 Breizh, douar ar Sent kozh, douar ar Varzhed, 
 N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed, 
 Pep menez, pep traonienn, d'am c'halon zo kaer, 
 Enne kousk meur a Vreizhad taer !   
 Refrain   
 Ar Vretoned 'zo tud kalet ha kreñv ; 
 N'eus pobl ken kalonek a zindan an neñv, 
 Gwerz trist, son dudius a ziwan eno, 
 O ! pegen kaer ec'h out, ma Bro !   
 Refrain   
 Mar d'eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras, 
 He yezh a zo bepred ken beo ha bizkoazh, 
 He c'halon birvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz, 
 Dihunet out bremañ, ma Breizh ! »